Jorj CADOUDAL



N’eur ket evit tremen hep anavezout Jorj Cadoudal e bed ar sonerezh goude ar brezel ! War roud e eontr (ar barzh « Kadour ») eo bet hag asambles gant Job Noël e krouas Kevrenn Rostrenenn e 1946, Kelc’h Boulvriag e 1949 ha bagad Boulvriag e 1953…

Gantañ ha gant e gomper Etienne Rivoallan ez ae ar maout ingal e kenstrivadegoù ar sonerien e Gourin, hag o skolidi a zeuas da vezañ anavezet ivez evel Daniel Philippe, ar soner aet gantañ ar muiañ a ditloù soner e kampionadoù Breizh.

Sonet en deus war meur a bladenn a zo anavezet mat hiziv c’hoazh (Eured Glenmor, pe pladenn en enor da Étienne Rivoallan).

Evel-just e kemeras perzh en adlañsañ ar festoù-noz er bloavezhioù 56-60 hag e lakaas Klaodina Mazeas e darempred gant sonerien hengounel a voe enrollet ganti da c’houde (evel an itron Bertrand, kannerez hep he far).

Liesseurt eo e stourm, difenn a ra ivez al labour-douar, ar stourmoù ekologel (krouiñ ar gevredigezh Bevañ e Menez Are), ar vuhez lec’hel (stourm evit ma chomo an ospital e Karaez…).

Ha pa zeuas ar mare da vont war e leve, e oa leun kouch e implij amzer : festoù-noz gant Re an Are, manifestadegoù evit adunvaniñ Breizh, evit ar brezhoneg, evit harpañ stourmoù etrebroadel…

Acteur incontournable de la vie musicale bretonne traditionnelle de l’après-dernière-guerre ! Suivant les traces de son oncle (le barde « Kadour »), il co-fonde avec Job Noël la Kevrenn Rostren en 1946, le cercle de Bourbriac en 1949, le bagad de Bourbriac en 1953…

Avec son compère Etienne Rivoallan, il rafle régulièrement la 1ère place des premiers concours de sonneurs de Gourin et leurs élèves deviendront eux aussi réputés, tel Daniel Philippe qui détient le hit-parade des titres aux championnats de Bretagne.

Les disques auxquels il contribue restent aujourd’hui encore des références (Noce de Glenmor, ou disque en hommage à Etienne Rivoallan). Il participe bien sûr au lancement des festoù-noz modernes des années 56-60, il oriente Claudine Mazéas vers les grands chanteurs traditionnels qu’elle saura enregistrer (telle l’incomparable Mme Bertrand…)

Mais son engagement pour la Bretagne est global et on le retrouve dans la défense de l’agriculture paysanne, les combats écologistes (création de l’association Bevañ e Menez Are), la vie locale (lutte pour le maintien de l’hôpital de Carhaix…) Et quand sonne l’heure de la retraite, son agenda de ministre se remplit d’un tourbillon de dates (festou-noz avec Re an Are, manifestations pour la réunification administrative, la langue bretonne, le soutien aux causes internationales…

Retour à la liste