Archives de catégorie : La Nature & les Hommes

13/04/2019 : Un devezh diwar-benn ar gwez-kamellia / Une journée sur les camellias

D’an 13 a viz Ebrel 2019 e vo aozet gant Skol-Uhel ar Vro un devezh diwar-benn ar gwez-kamellia.

  • 24 liorzh dreist war ar c’hamellia zo er bed-holl, tri e Breizh en o zouez : Naoned, ar Roc’h Ugu ha Park ar Brug. N’eus liorzh dreist all ebet er Frañs. Mont a raimp da weladenniñ div anezho (ar Roc’h Ugu ha Park ar Brug) rak n’emaint ket gwall-bell an eil diouzh eben.
  • 30 e vo niver brasa­ñ ar weladennourien evit an devezh-mañ. E Park ar Brug e vo tu ober daou strollad-gweladenniñ, unan e brezhoneg gant Mikael Korle hag unan e galleg gant Fañch ar Moal. Pa vo echu ar weladenn, merenn-vihan a vo, krampouezh ha sistr.

Tremen an devezh :

  • Emgav da 10e00 war parklec’h Domani ar Roc’h Ugu e Pleuzal ma vimp degemeret gant François de Martel, e karg lec’hienn ar Roc’h Ugu,
  • 10e15 – 12e15: dizoloiñ hent ar gwez-kamellia (hag al liorzhoù all ma chom amzer ganeomp),
  • Ur c’hardeur da vont betek Pontrev,
  • 12e30 – 14e00: merenn e ti-debriñ “Le Quai 40” (Ar c’hae 40),
  • 14e00 – Evir gweladennourien an endervezh : emgav e-tal an ti-debriñ “Le Quai 40”,
  • Un hanter-eurvezh da vont betek Park ar Brug ma vimp degemeret gant Anna ha Fañch,
  • 14e30 – 16e30 : dizoloiñ liorzh Anna ar Bourdonneg ha Fañch ar Moal.

Botoù-bale vo mat evit an devezh.

Ret e vo bezañ enskrivet, evit ar gweladegoù hag evit pred merenn.

Em en skrivañ (posteloù hepken) ouzh roland.mogn@skoluhelarvro.bzh

Evit ar gweladegoù, resisaat mar plij pe e vo evit an devezh, pe evit ar beurevezh pe evit an erdervezh.

A-benn an 13 a viz Ebrel !

Roland Mogn & Servane Huonic


Le 13 avril 2019, l’Institut Culturel de Bretagne vous invite à une journée sur les camélias.

  • Il y a 24 jardins d’excellence de camélias dans le monde, dont trois en Bretagne : Nantes, La Roche-Jagu et Park ar Brug. Il n’y en a pas d’autres en France. Nous visiterons deux d’entre eux (La Roche-Jagu et Park ar Brug) qui ont l’intérêt de ne pas être très éloignés l’un de l’autre.
  • Le nombre maximum de personnes autorisées à participer à cette journée est de 30.  À Park ar Brug, il sera possible de faire deux groupes, un en breton avec Mikael Korle et un en français avec Fañch ar Moal. Une collation sera offerte à l’issue de la visite, crêpes et cidre.

Déroulement de la journée :

  • Rendez-vous à 10h00 sur le parking du domaine à la Roche Jagu à Ploëzal où nous serons accueillis par Monsieur François de Martel, responsable du site de la Roche Jagu,
  • 10h15 – 12h15: découverte du chemin des camellias (et les autres jardins s’il reste du temps),
  • Un quart d’heure de route jusqu’à Pontrieux,
  • 12h30 – 14h00: repas de midi au restaurant “Le Quai 40”,
  • 14h00 – Pour les visiteurs de l’après-midi : rendez-vous devant le restaurant “Le Quai 40”,
  • Une demi heure de route jusqu’à Park ar Brug où nous serons accueillis par Anna et Fañch,
  • 14h30 – 16h30 découverte du jardin de Anna le Bourdonnec et Fañch ar Moal.

Équipement : des chaussures de marche suffisent.

L’inscription est obligatoire, pour les visites et pour le repas de midi.

S’inscrire (mails uniquement) auprès de roland.mogn@skoluhelarvro.bzh

Pour les visites, préciser si c’est pour la journée, le matin seulement ou l’après-midi seulement.

Au 13 Avril !

Roland Mogn & Servane Huonic

Beaj an Inizi Glenan

Ar sadorn 7/04 a oa bet aozet gant Skol-Uhel ar Vro ur veaj betak an Inizi Glenan evit ar vrezhonegerien. 22 den zo deut. Da gentañ, Roland MOGN a gontas mojenn ar Roue Gradlon ma’z eas ar paour kaezh roue betek an Inizi. Da c’houde, a-hed an erdervezh, ar veajourien o deus dizoloet Foeon ar Glenan, ur seurtad plant a gresk, er bed-holl, war teir enezennig hepken amañ er Glenan. Da c’houde, aet eo an amzer war vravaat a-hed ar penn-devezh, ken ma voe heol e-pad une eurvezh hanter, ha pa weled mat e oa brein spontus anezhi war an douar bras ! Meur a seurtad labous-mor a voe tu da welout dre c’hras displegadurioù Patrick DREAN, lod anezho rouezig a-walc’h. Ha war ur mor sioulaet eo e voe graet ar veaj dont en-dro. Tud a ar vag a voe plijet o selaou tud all o komz brezhoneg dibaouez, ken m’o deus goulennet gant tud an Alre kanañ ouzh ar mikro pa voe erru ar vag e porzh Konkerne da gaeañ.

O kontañ mojenn ar Roue Gradlon

Ar foeonennoù kentañ !

139.000 plantenn

Foeon ha pour-bran

War ar wenodenn-goad (1)

War ar wenodenn-goad (2)

Puilh ha stank !

Fotoioù forzh pegement

Un nebeut foennonnoù brav

Piged-mor ha gouelini

Golvan-aod

Remise des prix du concours de stylisation de l’Ajonc à Saint DERRIEN (29)

Saint-Derrien.
École Saint-Yves.
Deux écolières lauréates.

Au centre, Amélie PAGE et Juliette KEROUANTON ont reçu leur récompense individuelle
et la récompense collective pour l’école.

Sous l’impulsion de l’Institut culturel de Bretagne, les élèves de l’école Saint-Yves  ont concouru pour la stylisation de l’ajonc, emblème qui représente la Bretagne. Chose rare, deux écolières d’un même établisement scolaire et habitant la même commune ont su par leur talent artistique décrocher la 2ème et le 3éme place parmi les 117 œuvres présentées jusqu’au 16 février dernier dans la catégorie enfant. L’Institut culturel de Bretagne situé à VANNES est venu spécialement, vendredi 6 avril rendre visite aux lauréates en les personnes de Alan VIAOUET secrétaire, Éric PIANEZZA-Le PAGE, trésorier et Roland MOGN, administrateur. Ce dernier a pris la parole en breton en expliquant que son propre père, natif de Saint-Derrien, a fréquenté cette même école en 1921 et il lui avait été interdit, comme à tous ses camarades, de parler breton dans l’école. C’est donc un bel hommage et un clin d’œil que permet Roland MOGN, botaniste, docteur en langue celtique, qui fut également le tout premier enseignant en langue bretonne. Ce vendredi 6 avril, Saint-Derrien est devenu, pendant un  temps, le centre de la Bretagne.

Le Télégramme

Mont da welout Foeon ar Glenan e Brezhoneg

D’ar 7 a viz Ebrel e vo aozet gant Skol-Uhel ar Vro ar veaj eus Konkerne betek an inizi Glenan da vont da welout Foeon ar Glenan. Ambrouget e vo ar weladenn gant daou arbennigour : Roland MOGN ha Patrick DREAN. An displegadurioù ganto a vo e brezhoneg hepken, e KLT hag e Gwenedeg.

N’eus nemet ul lec’h er bed ma vez tu da welout ar foeon-se e bleuñv : Enez Sant Nikolaz. An teir enezenn all ma kreskont ivez eo difennet rik mont warno. Mirva Naturel Enez Sant Nikolaz zo 1,53 hektar dezhañ e lodenn reter an enezenn. An douaroù zo bet prenet gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed.

Da zeiz ar veaj, soñjit mat erruout tri c’hardeur pe muioc’h a-raok eur al loc’hañ evit kaout amzer da vont da gemer ho pilhejoù ha da gaout ur plas mat er vag.

Mont da Enez Sant Nikolaz a bad un eurvezh ma vez brav an amzer. Dont en-dro : un eurvezh c’hoazh. Pourmen war an enezenn : div eurvezh. Moien ‘vo d’ar re diaes dezho bale ha d’ar vugale vihan ober an droiad hep poan : ur wenodenn e koad zo bet lakaet war an tuniennoù ha n’eo ket gwall-hir tro an enezenn, ken bihan ma’z eo.

Soñjit ervat emwiskañ diouzh an amzer : botoù bale, dilhad ouzh an avel hag ouzh ar glav, lunedoù ha togoù ouzh an heol, diouzh ezhomm. Degasit ganeoc’h gevellunedoù ha peadra da dennañ skeudennoù ivez.

KENDASTUMAD :

Ar vag a loc’ho da 1 eur G.M. rik d’ar 07 a viz Ebrel. Emgav e porzh Konkerne da greisteiz hanter pep a vilhed gantañ pe ganti.

Dalc’hit ho pilhejoù adalek bremañ en ur bellgomz d’an niverenn 02.98.50.72.12 (niverenn burev Konkerne eo) hag en ur resisaat “groupe de l’Institut Culturel de Bretagne” a-benn kaout ar priz izel. Roet e vo deoc’h un niverenn-amberzhañ dre SMS. Ret e vo resisaat an niverenn-se e burev Konkerne a-benn kaout ho pilhed(où) pa’z eoc’h da baeañ. Na baeait ket dre ar rouedad ma ne vez priz izel ebet.

Anv ar veaj : “Évasion sur l’île Saint Nicolas”

Prizoù evit Skol-Uhel ar Vro :

  • Tud a oad gour –                      28.80 €              e-lec’h 36.00 €
  • Yaouankizoù 13-17 vloaz –  25.60 €              e-lec’h 33.00 €
  • Bugale 4-12 vloaz –                 14.40 €              e-lec’h 18.00 €
  • Babiged 0-3 bloaz –                   5.60 €                e-lec’h 7.00 €

 

Résultat du concours de stylisation de l’ajonc

Le samedi 3 mars 2018, le jury s’est réuni pour désigner les lauréats du concours de stylisation de l’Ajonc, plante emblème de la Bretagne.

Le jury était composé de six membres :

  • Monig LOOSEN-BARON, professeur d’Arts-Plastiques en collège et lycée en Morbihan, organisatrice du concours ;
  • Elisabeth WELTER-NICOL, artiste peintre du Morbihan ;
  • Jacky FLIPPOT, élu municipal en Loire-Atlantique ;
  • Roland MOGN, botaniste de Loire-Atlantique, organisateur de la consultation ayant désigné l’Ajonc comme plante emblème de la Bretagne ;
  • Eric PIANEZZA-Le PAGE, membre du bureau de SUAV, Finistère ;
  • Alan VIAOUET, membre du bureau de SUAV, Morbihan.

Nous avons reçu 117 œuvres. Les lauréats sont :

  • Enfants jusqu’à 12 ans :
    • 1er prix : Youna JEANNES de Grand-Champ ;
    • 2ème prix : Juliette KEROUANTON de Saint-Derrien ;
    • 3ème prix : Amélie PAGE de Saint-Derrien.
  • Jeunes de 12 à 18 ans :
    • 1er prix : Maela JEANNES de Grand-Champ ;
    • 2ème prix : Kassandra ZILLIOX de Landivisiau ;
    • 3ème prix : Charlène COQUARD de Nivillac.
  • Adultes :
    • 1er prix : Mikael CHAUSSEPIED du Relecq-Kerhuon ;
    • 2ème prix : Yves CLECH de Quimperlé ;
    • 3ème prix : Mitte FROMENT de Surzur.

La remise des prix se tiendra le 10 mars 2018 à 15h. dans les locaux de :

Ti ar Vro – 3 rue de la  Loi – 56000 VANNES.

dans le cadre du vernissage de l’exposition des principales œuvres  proposées lors de ce concours.

Kamellia e Breizh : conférence le 2 mars

Kamellia e pep liorzh e Breizh

Il s’agit d’un livre écrit par un collectif de passionnés de camellia et édité par Institut de documentation Bretonne et Europééenne. (IDBE).

Servane HUONIC (directrice de l’IDBE) et Mikael KORLAY (passionné de caellia) nous présenteront ce livre.

Le camellia, une plante très fréquente en Bretagne, mais :

  • Qui sont les acteurs en Bretagne ?
  • Quelles sont les variétés bretonnes ?
  • Où peut-on voir des caméllias ?

Servane et Mikael répondront à toutes ces questions et aux vôtres lors de la conférence de l’Hermine du 2 mars 2018 à 20h 30 dans la salle municipale de Plonevez-Porzay