Bernez AUDIC



Ganet eo e 1933 e Pariz en un tiegezh breizhat, an tad a oa Gwenedad hag e vamm Leonadez. Breizhiz emskiant e oant, an tad a oa talabarder hag e daou vreur o deus sonet e Bagad Bleimor. A-raok ar brezel e tizolo, o vont da heul e dad, oaled Kêrvreiz hag ar yezh. E studioù a reas evit bezañ ijinour.
E-kerzh vakañsoù e Breizh e ra anaoudegezh gant Gwennole ar Menn ha gant familh Pierre Laurent, gant Donatien dreist-holl. Deskiñ a ra brezhoneg gant Skol Ober, mont a ra da stajoù KEAV ha heuliañ a ra kentelioù Yann Gerlann e Kêr Vreiz, diwezhatoc’h eo eñ an hini a gelenno.
Kemer a ra perzh en aozadur-se hag er MOB. E 1964 eo unan eus saverien ar gevredigezh SKED e Pariz a vrud sevenadur Breizh, a skign dafar deskiñ, levrioù brezhoneg, pladennoù kentañ 45T Glenmor, ar Gwenn ha Du, bitrakoù breizhat. Bernez a vez dalc’hmat o terc’hel ar stand. E 1965 e voe krouet ar BZH evit lakaat anezhan war ar c’hirri-tan. Hiziv e kaver ar Gwenn ha Du gant ar ger Breizh pe BZH war holl girri Rannvro Breizh. En departamant 44 bremañ, al logo PDL a gemer alies plas ar Gwenn ha Du ha menneg ar ger Breizh. Met ar BZH en deus kreñvaet an identitelezh muioc’h eget na soñjed e penn kentañ.
E 1966 ez eo Bernez unan eus diazezerien kelc’h keltiek Sceaux « Da Virviken ». Ret e oa bezañ mennet d’ar mare-se. Prezegennoù digor d’an holl a veze graet war danvezioù politikel a-wechoù… Eus 1968 da 1970, e labour e Bro Skos hag e kej gant izili eus an SNP.
Goude e zistro e adkrog gant ar c’hentelioù brezhoneg e Kêr Vreiz. Abaoe 1976 e kelenn e Kenseurtiezh Versailhez. Bez’ eo ivez abaoe 1976, merour Ti ar Vretoned – Pariz. Bet eo bet ezel eus Kevredigezh Sternerien Vreizhat Bro Bariz.
Emsaver uvel e-pad e vuhez, en deus difennet e vro gant dalc’husted hag efedusted.

Né en 1933 à Paris, il est l’aîné d’une nombreuse famille bretonne, d’un père originaire du Vannetais et d’une mère léonarde. La conscience bretonne y est certaine, son père étant sonneur de bombarde, et deux de ses frères ont sonné au Bagad Bleimor. Dès avant la guerre, il découvrira en accompagnant son père, le foyer breton de Ker Vreizh et la langue bretonne.
La famille vit à Sceaux en banlieue parisienne. Il fait des études d’ingénieur, puis entre dans une entreprise de télécommunications intégrée dans un groupe international.
Il décide très tôt d’apprendre la langue bretonne, d’abord à l’aide des cours par correspondance de SKOL OBER, puis en fréquentant les stages d’été de KEAV, puis à Ker Vreiz où il s’engage. Il participe aussi au MOB et à SKED Pariz, créée en 1964.
En 1965, il est co-fondateur du BZH qui a permis l’affirmation de l’identité bretonne.
La même année, il est l’un des créateurs du l’Amicale des Bretons de Sceaux « DA VIRVIKEN » qui organise des cours de danse bretonne, mais aussi de breton, des Festoù-noz et des conférences publiques sur des sujets actuels.
De 1968 à 1970, il travaille en Écosse, où il rencontrera des militants du SNP, qu’il aidera dans la distribution de leur propagande électorale.
À son retour, il dispense des cours de breton à Ker Vreizh, et depuis 1976 à Versailles.
Il est depuis 1976, administrateur de la Mission bretonne – Ti Ar Vretoned. Il a été membre de l’Association des Cadres bretons de la Région Parisienne, relais à l’époque du CELIB dans la capitale.
Il est le symbole de ces militants discrets ayant servi toute leur vie la cause de la Bretagne et des Bretons avec constance et efficacité.

Retour à la liste