Danièle NOVELLO-FLOC’HLAY



Ganet eo e Santoz. Goude un aotreegezh war ar brederouriezh e Roazhon ez a da NewYork ha e teu da Bariz da chom goude-se e 1965 war he micher a gelaouennerez.
Emskiant eus he breizhadelezh e kemer perzh e aozadurioù politikel ha sevenadurel, hag a ra war-dro an darempredoù foran e Kreizenn Elysées Breizh digoret e Pariz gant ar Celib ha bet emsavus er bloavezhioù 1970.
Dibab a ra distreiñ da Vreizh e 1974 hag e ra war-dro an darempredoù gant ar gazetennerien. (mediaoù ha festivalioù).
E 1984, gant skoazell Alexis Gourvennec, e krou al label « Made in Breizh ». Tud evel Bernard Hinault, Eric Tabarly ha Jean Loup Chrétien a zo bet prezidanted a-enor ar gevredigezh. Brittany ferries, Britair pe Fleetguard o deus emezelet.
Danièle Novello a zo bet kargadez kelaouiñ maer Roazhon Edmond Herve e 1989.
Adalek 2001, kizidikaet muioc’h eget biskoazh evit difenn sevenadur Breizh, e ra war-dro « Celtia », ur meiziad kinklañ a-vremañ evit ostalerioù Breizh. C’hwech anezho o deus degemeret ar mennozh. Ar pal a oa kenderc’hel gant labour ar Seiz Breur.
Emañ Danièle Novello o chom e Sant-Maloù abaoe 2011 hag a drugarez d’he skiant-prenet e skoazell ar c’hevredigezhioù a stourm evit sevenadur Breizh hag an adunvaniezh.
Anavezet eo he skiant-prenet war dachenn ar c’hehentiñ e servij Breizh hag ar Vretoned.

Né à Saint-Thois, Danièle NOVELLO, obtient une licence de Philosophie à Rennes et, après un passage à New York, s’installe à Paris en 1965 et travaille comme journaliste.
Prenant conscience de son identité bretonne, elle s’engage sur les plans politique et culturel. Elle assure les relations publiques du Centre Elysées Bretagne ouvert à Paris par le CÉLIB et particulièrement actif dans les années 1970.
Danièle revient en Bretagne par choix en 1974 et se spécialiste dans les relations avec la presse (médias et festivals). En 1984, avec le soutien d’Alexis Gourvennec, elle lance le label « Made in Breizh », dont les présidents d’honneur sont Bernard Hinault, Éric Tabarly et Jean Loup Chrétien, des entreprises importantes comme Brittany ferries, Brit’Air et Fleetguard y adhèrent.
En 1989, Danièle devient l’attachée de presse du maire de Rennes Edmond HERVÉ.
À partir de 2001, Danièle se consacre à « Celtia », un concept de décoration contemporaine bretonne appliqué aux hôtels de Bretagne. Six hôtels adopteront l’idée, qui a pour but de prolonger les initiatives du mouvement des Seizh Breur.
Installée à Saint Malo depuis 2011, Daniele met régulièrement son savoir-faire en communication au service d’associations défendant la culture bretonne et la réunification.
Une expérience reconnue de la communication mise au service de la Bretagne et des Bretons.

Retour à la liste