Denez PRIGENT



Ganet e 1966 e Brest. E dad, brezhoneger, ha skolaer a orin eus Santeg n’en deus ket treuzkaset ar yezh dezhañ. Ar brezhoneg a zizolo e ti e vamm-gozh e Santeg, pa oa eñ o chom e kêr Vrest.
Ganti e klev gwerzioù hag entanet gant an an doare-se da ganañ e tesk brezhoneg. Ouzhpenn deskiñ ar gwerzioù e sonaoz anezho.
Skoet gant doare ar c’han ha diskan e-kerzh ur fest-noz gant ar c’hoarezed Goadeg e kano eñ ivez goude-se gant Alain Leclère, e vestr.
Graet en deus e studioù eil derez e Kerichen e Brest ha goude er skol-veur an arzoù neuziañ e Roazhon ha war ar memes tro e laka e anv evit deskiñ brezhoneg e rann keltiek Roazhon2.
Kelenner brezhoneg eo bet e skolaj hag e lise Sérusier Karaez. Kregiñ a ra da ganañ da 16 vloaz. Dilezel a ra an deskadurezh evit an arvestoù hag e ra berzh war e vicher war al leurennoù etrebroadel. Lakaet en deus ar c’han en amzer a-vremañ o virout ur c’hempouez etre an hengoun sevenadurel breizhat hag ar sonerezh vodern. Aet eo war roudoù e diagentourien, Alan Stivell, Yann Fañch Kemener pe an Tri Yann, diskouezet en deus kenkoulz e Breizh, e Bro-C’hall hag er bed war al leurennoù brasañ pegen bev buhezek eo sevenadur Breizh.
Skoulmet en deus darempredoù start gant kalz a bobloù minorelaet er bed oc’h eskemm hag o rannañ e arz ganto. Denez a zo unan eus gwellañ kannaded hor bobl ha sevenadur hor bro en diavaez ha dreist-holl e-touez ar pobloù minorelaet.
An eskemm hag ar rannañ a ya da heul « kenstok ar sevenadurioù » hag a zegas doujañs evit pep hini ha peoc’h etre ar pobloù.

Né en 1966 à Brest, il est originaire de Santec, fils d’un père instituteur, bretonnant, mais qui ne juge pas utile de transmettre se langue à son fils qui ne la découvrira que lors de ses séjours chez sa grand’mère à Santec, alors qu’il vit en milieu urbain à Brest.
Il va découvrir avec cette dernière les gwerzioù et se prendre d’engouement pour ce genre musical, et pour la langue bretonne, commençant par en apprendre puis en composer.
Il rencontre alors le Kan ha Diskan, lors d’un fest-noz auquel participent les sœurs GOADEC et « tourne » ensuite dans les festoù-noz comme compère d’Alain Leclère son mentor.
En parallèle de son cursus universitaire, il apprend le breton à Rennes 2 et suit des cours d’arts plastiques. Il va s’investir dans l’enseignement du breton au lycée Sérusier de Carhaix.
Il débute sur scène à 16 ans. Puis abandonnant l’enseignement pour le spectacle, il va développer avec succès une carrière internationale.
Actualisant son chant créatif, il a durant toute sa carrière, concilié la tradition culturelle bretonne et les musiques modernes. Suivant les traces de ses prédécesseurs, Alan Stivell ou les Tri Yann, il illustre l’existence et la vivacité de la culture bretonne.
Il a joué le rôle très significatif d’ambassadeur de notre peuple et de notre culture en particulier auprès de peuples minorisés avec lesquels il a noué de nombreux liens. Quand le « choc des cultures » devient échanges et partage, il sert le respect mutuel et la paix des peuples

Retour à la liste