Malo BOUËSSEL DU BOURG

Eus lavarenn Anjela Duval en deus graet Malo Bouëssel du Bourg e c’her-stur : « Stourm a ran war bep tachenn ». Gant e dad en deus tapet preñv ar brezhoneg, daoust ma ne oa ket ar brezhoneg yezh an tiegezh. Kendalc’het en deus da zeskiñ ar yezh a-zevri abaoe e oad-krenn, betek bezañ gouest da zibab anezhi da yezh krouiñ : barzhonegoù, danevelloù, skridvarnerezh, pennadoù ekonomikel, arnodskridoù, troidigezhioù… Ezel eo eus ar skipailhig a ra war-dro ar gelaouenn lennegel Al Liamm. Un dek levr bennak en deus embannet. Ganet eo bet e 1960 e Felger ha bevet en deus tro-ha-tro e pemp departamant Breizh. Ne zamant ket d’e boan evit ma vo adunanet Breizh. Meur a brezegenn en deus distaget ha meur a bennad en deus skrivet evit diskouez penaos e vez levezonet diorren an tiriad gant ar sevenadur. Goude bezañ bet rener ar gevelouri Gwignerien Gatalan e Perpinyà eo bet anvet da rener ar Rouedad Produet e Breizh e 2009. Klask a ra ar 440 embregerezh ezel hag ar 110 000 a c’hopridi deskiñ kenlabourat evit diorren al labour er vro, dre vrudañ ha broudañ chemet Breizh. Gant un toullad izili en deus savet ur bodad labour oberiant kenañ evit lakaat ar brezhoneg da dalvezout en embregererezhioù.

Il a fait sienne la devise d’Anjela Duval : « Stourm a ran war bep tachenn », « je me bats sur tous les fronts ». Il a reçu de son père le « virus de la langue bretonne », bien que la langue de la maison ne soit pas le breton. Il a donc continué sans interruption à travailler la langue depuis son adolescence, jusqu’à pouvoir en faire sa langue de création : poésies, nouvelles, critiques, articles économiques, essais, traductions… Il est membre de la petite équipe qui anime la revue littéraire Al Liamm. Une dizaine d’ouvrages sont à mettre à son actif. Il a vécu dans les cinq départements bretons. Il ne ménage pas sa peine pour la réunification de la Bretagne, prononçant de nombreuses conférences et publiant autant d’articles pour mettre en évidence les liens intimes qui unissent le développement territorial et la culture.
Après avoir dirigé la Coopérative des Vignerons Catalans à Perpignan, il a été nommé directeur du Réseau Produit en Bretagne en 2009. Les 440 entreprises membres et 110 000 salariés qui portent cette association s’efforcent d’apprendre à coopérer pour développer l’emploi en Bretagne, en faisant connaître et en développant les savoir faire bretons. Avec quelques membres, il a monté un groupe de travail très actif pour valoriser l’emploi de la langue bretonne dans les entreprises.

 

Retour à la liste