Maripol GOURET

Tremen a reas Maripol he bugaleaj e Kamoel ha Pennestin, er Mor-Bihan. Dibab a raio mont d’al lise e Sant-Nazer goude bezañ bet skoliataet er Roc’h-Bernez. Emouezañ a reas eno ouzh kudenn disrann Breizh pa cheñcho departamant hag e heuilhas divizoù war an tem-se, kejañ a reas gant stourmerien an UDB hag e kemeras perzh e kenarroud an nevezadur sevenadurel breizhek.
Goude bezañ bet studierez e Skol-Veur Naoned e kendalc’has gant he studioù er Sorbonne hag e Pariz VIII. Distroet da Vreizh, e labouras gant kerent all, startijenn ganto, evit adsevel ur skol Diwan e Bro-Naoned e 1987.
Mirourez glad e Sant-Nazer e tremenas ur vestroniezh Brezhoneg-Keltieg e 2001 e Skol-Veur Roazhon 2.
War ar memes tro, e 1998, e krogas da zastum teulioù evit digeriñ ul levraoueg e skolaj Diwan ar Mor-Bihan, raktreset e Gwened. Krouet e voe ar gevredigezh KDSK e miz Even 1999 hag e miz Here 2001 e tigoras skourr KDSK Gwened, dezhañ dibarderioù evel un endro hag ostilhoù a ro ar plas kentañ d’ar brezhoneg. Eil skourr KDSK a zigoras e Sant-Ervlan e miz Gwengolo 2008 asambles gant digoradur skolaj Diwan Liger-Atlantel.
Anavezet mat eo KDSK evit pinvidigezh he dalc’had teuliaouiñ liesvedia hag evit al labour niverelaat a vez kaset da benn enni.

Maripol passe son enfance à Camoël et Pénestin, communes du Morbihan.
Scolarisée ensuite à La Roche-Bernard, elle choisit un lycée, à St-Nazaire. Ce changement de département, la récurrence des débats sur la réunification de la Bretagne, les rencontres avec des militants de l’UDB, le contexte du renouveau culturel breton, lui font prendre conscience du problème de la partition de la Bretagne.
D’abord étudiante à Nantes, elle poursuivra des études à la Sorbonne, puis à Paris VIII. De retour en Bretagne en 1984, elle s’impliquera, avec d’autres parents motivés, pour la réouverture, en 1987, d’une école Diwan en Pays Nantais.
Conservateur du patrimoine à la ville de St-Nazaire, elle obtiendra, en 2001, une maitrise de Breton-Celtique préparée à Rennes 2.
Entre temps, en 1998, elle commence à réunir des fonds pour créer une bibliothèque dans le futur collège Diwan. L’antenne KDSK (Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek) de Vannes ouvrira en octobre 2001 avec un environnement et des outils où le breton a la première place. La deuxième antenne KDSK ouvrira à St-Herblain en septembre 2008, en même temps que le collège Diwan de Loire-Atlantique. Le KDSK est aujourd’hui reconnu pour son travail de numérisation et la richesse de son fonds documentaire multimédia.

 

Retour à la liste