Pascal JAOUEN (Guérande 2020)

Ganet eo bet ganet e 1962 e Kemperle.
Tremenet en deus e vugaleaj e Banaleg. Abred-tre eo bet desachet gant ar gwiskamantoù a veze douget gant ar merc’hed er gouelioù. Kroget en deus da zastum kartennoù-post gant gwiskamantoù warno ha dizoloet pegen liesseurt e oa dilhad ha koefoù ar vro. Adalek 8 vloaz e kemer perzh e Kelc’h Keltiek Kemperle ha goude-se e hini Eliant hag e hini Konkerne. E 1995 emañ e hini Pont ‘n Abad hag e vo prezidant ar c’helc’h e-pad seizh vloaz.
Tremen a ra kalz a amzer o tastum gwiskamantoù, doareoù ober dibar, teknikoù gwriat hag an danvezioù implijet. Renabliñ a ra tresoù ha teknikoù Kerne, ar stummoù implijet hag ar poentoù brodiñ na gaver ket el levrioù, met a zo bet treuzkaset dre gomz a rumm da rumm. A bouez e oa evitañ saveteiñ ha treuzkas arz ar vroderien vreizhat. E oberenn gentañ a zo gwiskamant eured ur plac’h nevez, giz Eliant, evit ur vignonez. Goude e reas ur gwiskamant brodet evitañ e 1980. Evit brozh badeziant e verc’h en deus heuliet ali ar vroderez Viviane Hélias, eus ar gevredigezh War’l Leur. Deuet da vezañ akuit, en deus roet kentelioù brodañ er stal-labour Le samedi du brodeur e Mirdi Breizh Kemper. E labourioù a vez diskouezet ingal : e Biennale Bayeux e 1995, e diskouezadeg etrebroadel Tokyo e 1998. Krouiñ a ra dilhad evit diskouezadeg «Métissages» el Louvres e Pariz e 2001 hag e 2002 hag evit meur a hini all goude (Brazil, Mec’hiko, Stadoù-Unanet). Digeriñ a ra e 2003 ur stal wriat evit krouiñ dilhad war goulenn. Abaoe 2008 en deus graet dilhad evit ar c’hanerezed Gwennyn pe Nolwenn Leroy da skouer. Brodet en deus ivez ur gwiskamant akademisian. Abaoe ez aoz dibunadegoù dilhad, hag e kendalc’h da stummañ ha d’ober stajoù. Tri levr a zo bet savet diwar e oberoù : Le Brodeur Bleu gant D. LE PAPE ha F. GRALL (Le Télégramme 2005), Gwenn ha Du (Coop Breizh 2014), War an hent – Sur la route de Bannalec à Compostelle gant D. LE PAPE ha B. LE GRAND (Ouest- France 2019). Desket en deus e vicher e-unan hag entanet eo gant e labour, anavezet eo evel ur mestr e bed an dilhadouriezh. Dastumet ha gwarezet en deus ur glad prizius ha treuzkaset d’ar rummadoù da zont e ouiziegezh hag e ijin.

Né en 1962 à QUIMPERLE.
Il passe son enfance à Bannalec. Très tôt devant les costumes portés par les dames lors des fêtes le fascinent. Dès 1971, il collectionne les cartes postales et découvre la diversité des costumes et des coiffes d’un lieu à l’autre.
À partir de 8 ans, il intègre le Cercle celtique de Quimperlé, puis d’Elliant et de Concarneau. En 1985, il intègre le Cercle de Pont l’Abbé qu’il présidera pendant sept ans.
Il s’investit dans un collectage sur les costumes, les techniques, les points et les matières utilisées. Il répertorie les motifs et techniques de Cornouaille, les procédés et points absents des ouvrages, transmis oralement, conscient de l’urgence à sauvegarder et à transmettre l’art des brodeurs bretons. Sa première œuvre, une robe de mariée, copie du costume d’Elliant, pour une amie. Puis, un costume brodé pour lui, en 1980. Pour créer une robe de baptême à sa fille, il suit les enseignements de la brodeuse Viviane Hélias, à la confédération War’l Leur. Très vite initié, il y anime des cours de broderie, aussi à l’atelier « Le samedi du brodeur » au Musée Breton à Quimper. En 1994, il crée « l’École de broderie d’art de Kemper ». Seul au départ, il développe la structure avec aujourd’hui cinq enseignants, et une quinzaine d’écoles. Il monte des stages en France et à l’étranger (Suisse, Belgique, Roumanie, Canada).
Il expose ses œuvres : à Bayeux en 1995, à Tokyo en 1998. En 2001 et 2002, il participe à la création de plusieurs pièces pour l’exposition « Métissages » au Louvre à Paris, suivie d’autres (Brésil, Mexique, États-Unis). En 2003, il ouvre un atelier de confection pour créations personnalisées. Il réalise depuis 2008 des robes pour les chanteuses Gwennyn et Nolwenn Leroy. Il brode un costume d’académicien. Depuis, il organise des défilés de nouvelles collections, poursuivant formations et stages.
Autodidacte passionné, Maître reconnu de la Haute Couture, il a collecté, sauvé un patrimoine breton inestimable et initié un nouvel élan créatif, en transmettant, aux générations futures, son savoir et sa capacité novatrice.

 

Retour à la liste