TRI YANN (Guérande 2020)

E dibenn ar bloavezhioù 60 e sene Jean Chocun ha Jean-Paul Corbineau tonioù Hugues Aufray pe ar Beatles gant ar gitar. Kejañ a reont neuze gant Jean-Louis Jossic en unan eus o abadennoù noz, hemañ a zo ezel eus kelc’h keltiek Jacques Cassard hag e laka anezho da soñjal e vefe mat krouiñ ur roll tonioù dezho o-unan diazezet war ar sonerezh keltiek hengounel, hini ar vro dreist-holl.

D’ar 27 a viz Kerzu 1970 en em gav an tri c’hamarad e Plouharnel gant un toullad mignoned hag e sonont gant ar gitar hag ar fleüt iwerzhonat ur gavotenn ar menez ha pastourelenn Sant-Juluan. Un nebeud sizhunvezhioù war-lerc’h, un den sot-pitilh gant o sonerezh, a ra an Tri Yann an Naoned diouto. Setu diwanet ar strollad. Gwelloc’h eo ganto an abadennoù evit ar balioù breizhek, alies e vezont e ti ar yaouankizoù hag e kreizennoù sokiosevenadurel. Mont a reont war roudoù an Namnediz a veze klevet un toullad bloavezhioù a-raok, o klask lakaat asambles ar yaouankizoù a selaou Bob Dylan hag ar Rolling Stones gant ar re a zañs war mouezhioù kanerien Gemene. Gilles Servat bet e unan eus o abadennoù e penn kentañ 1972 a ginnig dezho enrollañ ur bladenn gentañ e ti Kelenn. Skoazellet int bet gant ar mediaoù ha dibabet int bet, hag int-i amatourien c’hoazh, gant Juliette Gréco evit kanañ e lodenn gentañ hec’h abadenn.

Deuet int da vezañ tud a-vicher e 1973. Muioc’h-mui a dud a ya da selaou anezho, met an Tri Yann n’int ket gwelet mat gant an emsav a-bezh. Cheñch a raio an traoù gant ar bladenn La Découverte ou l’Ignorance deuet er-maez e 1976, un taol ruz evito, echuiñ a ra ar bladenn gant ur pennad skrivet, ur manifesto, diwar bluennt Morvan Lebesque : Est Breton qui choisit de l’être.

En o fladennoù e vez atav un tem dibabet bennak, alies e savont ton ha son ha difenn a reont, int-i Breizhiz ar Glad, an Ekologiezh, an Istor, ar Justis, ar Peoc’hgarouriezh… Tremen a reont eus ar folk d’ar rock, gant levezon ar sonerezh a-vremañ. Ne zisoñjont na pinvidigezhioù kan an Azginivelezh nag an arz barokhep ankounac’haat al leurenniñ. Ne reont ket pladennoù hepken met mont a reont dirak an dud, leuniañ salioù evel ar Zeniths pe kanañ e Stad Bro-C’hall gant I Muvrini. Ar pezh a chom goude un hanterkantved : 3 200 00 pladenn gwerzhet, 1700 abadenn e Breizh, e Bro-C’hall ha pelloc’h c’hoazh. O strollad eo an hini en deus padet ar pellañ e Bro-C’hall a-bezh, 50 vloaz war al leurenn a drugarez d’ur vignoniezh start ha d’ar c’henemglev a ren en o skipailh.

Fin des années 60 : Jean Chocun et Jean-Paul Corbineau grattent sur leur guitare Hugues Aufray, les Beatles… Quand Jean-Louis Jossic, danseur au cercle celtique Jacques Cassard, les rencontre dans une de leurs soirées, il leur glisse à l’oreille l’idée de créer un répertoire personnel à base de traditionnels celtiques, bretons en particulier. Les trois copains sont à Plouharnel le 27 décembre 1970 avec quelques amis et jouent, avec guitares et flûte irlandaise, une gavotte des montagnes et la pastourelle de Saint-Julien. Quelques semaines après, un de leurs fans les surnomme TRI YANN AN NAONED. Le groupe était né.
Ils priorisent le concert au bal breton, multiplient les apparitions dans les maisons de jeunes et centres socio-culturels. Leur démarche rejoint celle d’An Namnediz quelques années plus tôt : rassembler deux jeunesses, celle qui écoute Bob Dylan et les Rolling Stones, de celle qui danse au son de la voix des Chantous de Guéméné.

Début 1972, Gilles Servat assiste à leur concert, et leur propose après d’enregistrer chez Kelenn un premier album. Ils passent professionnels en 1973. Leur public s’élargit mais, les TRI YANN ne font pas alors l’unanimité au sein de l’Emsav. Ce scepticisme s’efface à la sortie en 1976 de l’album « La Découverte ou l’Ignorance », salué par la presse unanime, clos par un texte de Morvan Lebesque en guise de manifeste : « Est Breton qui choisit de l’être ». Les albums qui suivront seront tous « à thème », faisant une large place à la création et à ce qu’ils ont à cœur de défendre comme Bretons …

Passant du folk au rock, mâtiné d’influences musicales contemporaines, c’est en scène qu’ils s’expriment.

Bilan d’un demi-siècle : 3.200.000 albums vendus, près de 1700 concerts en Bretagne, en France et au-delà, le record de longévité des groupes hexagonaux, grâce à une indéfectible amitié et à la complicité de toute leur équipe.

 

Retour à la liste