Yvette PEAUDECERF



Ganet e Sant Nazer e 1950, e tremen he bugaleaj e gourenez Gwenrann.
E bro Naoned, d’an oad a 13 vloaz e kemer perzh e kelc’h keltiek Inizi Antr bet krouet e 1963 war atiz Jacques Praud, bet prezidant Kendalc’h. Yvette a zo anvet da brezidantez er bloavezhioù 80 hag emañ bepred e karg. Ezel eo eus ar CNCC (kreizenn Naoned sevenadur keltiek). Kemeret he deus perzh evit reiñ buhez da sevenadur ar vro e bro Naoned er bloavezhioù 1970-1980.
Diwar c’houlenn ti-kêr Naoned, he deus skoulmet darempredoù gant Kêrdiz e Kembre. War ar memes tro eo aet e kenseurtiezh Bro Naoned ha gant oberiant ma ‘z eo eo bet anvet da brezidantez. Ober a ra al liamm etre ar genseurtiezh ha Kentelioù an Noz evit aozañ obererezhioù asambles. Gouestlañ a ra kalz amzer d’ar vugale a zo an dazont evit treuzkas ar sevenadur. Aozañ a ra devezhioù dudi un tamm e pep lec’h e bro Naoned. Isprezidantez ar gevredigezh Anna Vreizh e laka ar pouez evit ma vefe ar gontelezh war wel. Ezel oberiant eo ivez eus laz-kanañ Kan ar Vro.
Isprezidantez Kendalc’h eo abaoe bloavezhioù. Mont ha dont a ra dre ar vro evit lakaat buhez e stajoù diwar-benn an dastum ha broudañ an dañsoù lec’hel. Labouret he deus evit kendeuziñ Kendalc’h ha War’l Leur. Isprezidant Kenleur eo bremañ.
Nevez zo he deus savet kentelioù brezhoneg e Antr.
En hec’h engouestl sevenadurel emañ ivez Breizh 5, er manifestadegoù hag er bodadegoù e vez bepred o tifenn e kement stumm all emañ al Liger-Atlantel e Breizh.
Ur varregezh dibar evit reiñ buhez ha kenstrollañ evit Breizh

Née à St Nazaire en 1950, c’est en presqu’île guérandaise qu’elle passe son enfance. Arrivée en région nantaise, à l’âge de 13 ans, elle intègre le cercle celtique des Iles d’Indre créé en 1963 à l’initiative de Jacques PRAUD , ancien Président de Kendalc’h. . Yvette en devient présidente dans les années 1980. Elle l’est toujours. Membre du CNCC (centre nantais de culture celtique), elle a participé à la mise en place d’animations pour développer la culture bretonne en pays nantais dans les années 1970-1980. À la demande de la mairie de Nantes, elle a établi des contacts avec la ville de Cardiff (Pays de Galles). Il y aura plusieurs échanges entre le cercle d’Indre et le groupe de Cardiff. Simultanément, Yvette est entrée à l’amicale du pays nantais. Elle en a, plus tard, assuré la présidence. Elle participe à l’amicale Bro Naoned, où elle fait le lien avec Kentelioù an Noz pour la réalisation d’activités culturelles communes. Elle est très impliquée dans la vie des groupes enfants, futurs relais de notre culture. Vice-présidente de l’association Festival Anne de Bretagne, elle participe à la mise en lumière du comté nantais. Depuis 3 ans, elle est membre actif de la chorale Kan Ar Vro. Vice-Présidente de Kendalc’h depuis plusieurs années, elle a oeuvré activement à la fusion des deux confédérations Kendalc’h et War’l Leur. Elle est vice-présidente de la nouvelle confédération Kenleur. Récemment, elle a participé à la mise en place de cours de langue bretonne à Indre. Dans cet engagement culturel bénévole, c’est aussi la BRETAGNE À CINQ qu’elle défend, affirmant par ces différentes actions que la LOIRE-ATLANTIQUE EST BRETONNE.
Une capacité remarquable à animer et à rassembler pour la Bretagne .

Retour à la liste