Manifestadeg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh

UNVAN EVIT AR BREZHONEG

10 abeg evit manifestiñ

Ar c’henemglev nevez Stad Rannvro a ranko degas palioù uhelek evit gwarantiñ treuzkas ar brezhoneg ha respont d’ar goulenn sokial o kreskiñ. Fellout a ra deomp mont dreist ar skoilhoù ha ma vo  disoc’hoù fetis da heul ar marc’hata etre ar Rannvro hag ar Stad !

  1. Reiñ tu d’an holl bugale kaout d’an nebeutañ un tañva d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh (LCR)
  2. Aesaat digoradur lec’hioù nevez er c’hentañ hag en eil derez ha kreñvaat ar peadra el lec’hioù a zo anezho
  3. Aesaat ar stummadur e brezhoneg evit an implijidi na gelennont ket
  4. Derc’hel kont eus dibarderioù kelenn dre soubidigezh Diwan
  5. Suraat teir eurvezh sizhun a gentelioù brezhoneg e pep klas divyezhek an eil derez
  6. Sevel ha lakaat e pleustr ur steuñv diorren eus an danvezioù-kelenn anyezhel
  7. Suraat ha talvoudekaat ar skoliata divyezhek ha LCR betek ar vachelouriezh hollek, teknologiezh ha micherel
  8. Stummañ an danvez skolaerien ret, er c’hentañ hag en eil derez, dreist holl evit an erlec’hiadurioù hag ar c’hlasoù da zigeriñ
  9. Aesaat stummadur ar skolaerien
  10. Brudañ ar c’helenn divyezhek hag ar c’helenn da zibab

Poent eo kas an traoù war-raok, bremañ !

Emgav  e Kemper, plasenn Sant-Kaorantin,
d’an 13 a viz Meurzh da 1e13 !

Ret e vo gwiskañ ar maskl ha doujañ d’ar jestroù herzel