Mont da welout Foeon ar Glenan e Brezhoneg

D’ar 7 a viz Ebrel e vo aozet gant Skol-Uhel ar Vro ar veaj eus Konkerne betek an inizi Glenan da vont da welout Foeon ar Glenan. Ambrouget e vo ar weladenn gant daou arbennigour : Roland MOGN ha Patrick DREAN. An displegadurioù ganto a vo e brezhoneg hepken, e KLT hag e Gwenedeg.

N’eus nemet ul lec’h er bed ma vez tu da welout ar foeon-se e bleuñv : Enez Sant Nikolaz. An teir enezenn all ma kreskont ivez eo difennet rik mont warno. Mirva Naturel Enez Sant Nikolaz zo 1,53 hektar dezhañ e lodenn reter an enezenn. An douaroù zo bet prenet gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed.

Da zeiz ar veaj, soñjit mat erruout tri c’hardeur pe muioc’h a-raok eur al loc’hañ evit kaout amzer da vont da gemer ho pilhejoù ha da gaout ur plas mat er vag.

Mont da Enez Sant Nikolaz a bad un eurvezh ma vez brav an amzer. Dont en-dro : un eurvezh c’hoazh. Pourmen war an enezenn : div eurvezh. Moien ‘vo d’ar re diaes dezho bale ha d’ar vugale vihan ober an droiad hep poan : ur wenodenn e koad zo bet lakaet war an tuniennoù ha n’eo ket gwall-hir tro an enezenn, ken bihan ma’z eo.

Soñjit ervat emwiskañ diouzh an amzer : botoù bale, dilhad ouzh an avel hag ouzh ar glav, lunedoù ha togoù ouzh an heol, diouzh ezhomm. Degasit ganeoc’h gevellunedoù ha peadra da dennañ skeudennoù ivez.

KENDASTUMAD :

Ar vag a loc’ho da 1 eur G.M. rik d’ar 07 a viz Ebrel. Emgav e porzh Konkerne da greisteiz hanter pep a vilhed gantañ pe ganti.

Dalc’hit ho pilhejoù adalek bremañ en ur bellgomz d’an niverenn 02.98.50.72.12 (niverenn burev Konkerne eo) hag en ur resisaat “groupe de l’Institut Culturel de Bretagne” a-benn kaout ar priz izel. Roet e vo deoc’h un niverenn-amberzhañ dre SMS. Ret e vo resisaat an niverenn-se e burev Konkerne a-benn kaout ho pilhed(où) pa’z eoc’h da baeañ. Na baeait ket dre ar rouedad ma ne vez priz izel ebet.

Anv ar veaj : “Évasion sur l’île Saint Nicolas”

Prizoù evit Skol-Uhel ar Vro :

  • Tud a oad gour –                      28.80 €              e-lec’h 36.00 €
  • Yaouankizoù 13-17 vloaz –  25.60 €              e-lec’h 33.00 €
  • Bugale 4-12 vloaz –                 14.40 €              e-lec’h 18.00 €
  • Babiged 0-3 bloaz –                   5.60 €                e-lec’h 7.00 €

 

Catégories

Vous souhaitez participer ?

Ces thématiques sont prises en charge par des sections d'activités auxquelles les personnes intéressées participent en réunions ou à distance.

Elles sont créées ou modifiées en fonction des demandes et des possibilités d'animation.